War blog Al Liamm e kaver pennadoù a zispleg penaos e vez labouret gant ar skipailh met dreist-holl alioù evit skrivañ, poelladennoù bihan, alioù war ar meziantoù pe c'hoazh ostilhoù da implijout evit mont pelloc'h war ar skrivañ.
E brezhoneg penn-da-benn!
https://t.co/cwAoEENFcz
Lenn, peurlenn, adlenn, dielfennañ, barn, burutellañ, displegañ, addisplegañ, disklêriañ, dec'hmegañ, kenliammañ, mont pelloc'h: danvez soutil ar skridvarnouriezh gant Tangi Legavre e-barzh "Bremañ" (https://t.co/EqsRYrM4wP @skolanemsav) hag Emmanuel Pastori e-barzh @al_liamm
NEVEZ EMBANNET: Maouezed ar Roc'h, gant Anaïs Mahé-Le Ruyet.
ADALEK AN 03/07 EL LEVRDIOÙ ha war stand KAB e-kerzh GBB!
Ul levr boulc'het e-kerzh ur chomadenn aozet gant Al Liamm hag IPPA!
https://t.co/Tjc53kaxI7
#alliamm#brezhoneg#bzhg#lennegezh#levr
Dindan heol splann Bro-Bagan eo degouezhet Tinaig Maugard war Roc'h Gorred evit ur chomadenn skrivañ a bado ur sizhunvezh.
Hetiñ a reomp dezhi ur sizhunvezh blijus ha frouezhus war un dro!
Trugarez adarre da skipailh IPPA evit bezañ kinniget ar chomadenn-mañ ha degemeret Tinaig!
NEVEZ EMBANNET: Krommennoù, gant Padrig Drean.
ADALEK AN 29/05 EL LEVRDIOÙ
Barzhonegoù ha kanaouennoù a Vro-Gwened!
https://t.co/YBaDNsbd8w
#alliamm#brezhoneg#bzhg#lennegezh#levr
NEVEZ EMBANNET: Alez-Kenwerzh, gant Joel Donarzh.
ADALEK AN 29/05 EL LEVRDIOÙ
Istorioù kempred ha denel ken-ken ho pezo tro da lenn en 18 danevell-mañ, rannet e teir lodenn.
https://t.co/iwsvvMxGix
#alliamm#brezhoneg#bzhg#lennegezh#levr
NEVEZ EMBANNET: Roc'h stur, gant Malo Bouëssel du Bourg, skeudennaouet gant Visant Lemesle (barzhonegoù).
ADALEK AN 30/04 EL LEVRDIOÙ
https://t.co/iB3hQ5oUEA
#alliamm#brezhoneg#bzhg#lennegezh#levr
Nevez zo e oa bet priziet Paskal an Intañv gant Prizioù Dazont ar Brezhoneg evit e zastumad "Bedoù Nevez"!
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn al levr-se e c'hallit selaou en-dro an atersadenn a oa bet kaset da benn gant Tomaz Laken evit RKB/RTG!
https://t.co/fEgPYjK2uE
E-touez skipailh Al Liamm ez eus ur vaouez, didrouz, plaen, ha youlek daonet: Annaig Kervella.
A-drugarez da RTG (Radio Treger-Goueloù) e vo tu deoc'h anavezout anezhi un tamm gwelloc'h. Bet e oa Tomaz Laken da gaout ur frapad kaoz ganti e Lannuon...
https://t.co/jjgy0FDaUH
Dec'h da noz e oa bet lidet Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2026, aozet gant Ici Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
E rann al levrioù eo aet ar maout (pe ar c'hizelladur, pa lârin mat) gant Paskal an Intañv evit e levr "Bedoù nevez", embannet gant Al Liamm ! Gourc'hemennoù dezhañ!
NEVEZ: Atersadennoù an dud a vez embannet gant Al Liamm Embannadurioù e c'hallimp ober un tamm anaoudegezh gante war hol lec'hienn!
Kit da welet an hini gentañ lakaet enlinenn: Malo Bouëssel du Bourg.
https://t.co/0DvLPJikf4
#bzh#lennegezh#skrivagner#alliamm#levr